Albert Speer
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Alamagn |
| Anv-bihan | Albert |
| Anv-familh | Speer |
| Deiziad ganedigezh | 19 Meurzh 1905 |
| Lec'h ganedigezh | Mannheim |
| Deiziad ar marv | 1 Gwengolo 1981 |
| Lec'h ar marv | Londrez |
| Lec'h douaridigezh | Bergfriedhof |
| Tad | Albert Friedrich Speer |
| Pried | Margarete Weber |
| Bugel | Albert Speer, Hilde Schramm, Margret Nissen |
| Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
| Lec'h bac'hañ | Spandau Prison, Nuremberg Court Prison |
| Kondaonet evit | torfed a-enep Mab-Den |
| Micher | Holocaust perpetrator |
| Karg | member of the Reichstag of Nazi Germany, Ministry of Ammunition and War Production of Nazi Germany |
| Bet war ar studi e | Technische Universitaet Berlin |
| Assessment | intelligence test |
| Lec'h labour | Berlin, Mannheim |
| Strollad politikel | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman |
| Liv ar blev | blev rous |
| Skour lu | Schutzstaffel |
| Oberenn heverk | Deutsches Stadion, Nazi party rally grounds, Volkshalle, New Chancellery, Inside the Third Reich |
| Ezel eus | Sturmabteilung, Schutzstaffel |
| Deskrivet en URL | https://www.persee.fr/authority/828717, https://www.factinate.com/history/when-these-historical-figures-were-alive-history-adored-them-time-exposed-their-darkness/ |
| Deskrivet dre | Letter proves Speer knew of Holocaust plan |

Berthold Konrad Hermann Albert Speer, ganet d'an 19 a viz Meurzh 1905 e Mannheim, a oa un tisavour ha ministr eus an Trede Reich etre 1942 ha 1945. Unan eus an dud pouezusañ e voe en Alamagn nazi e dibenn an Eil Brezel-bed.
Mont a reas war-lerc'h e dad war ar vicher a disavour.
E 1931 e emezelas en NSDAP a oa Adolf Hitler en e benn.
E 1934 e voe savet gant Speer ar c'hinklañ meurdezus a voe da gendalc'h bloaziek ar strollad nazi e Nürnberg. Tisavour ofisiel ar renad nazi e voe diwar neuze.
Ennañ e voe fiziet gant Hitler e huñvre pouezusañ : sevel Germania, "kêr-benn ar bed" (alamaneg: Welthauptstadt Germania), diwar gêr Berlin. Abalamour d'ar brezel ne voe savet netra en-fetis panevefe ar gañsellerez nevez (alamaneg: Neue Reichskanzlei, bet distrujet e 1945).
E 1942 e voe anvet da Vinistr an Armerezh hag e 1943 ez eas da Vinistr ar produiñ greantel. An dud a oa er c'hampoù a lakaas da labourat a-lazh-korf.
Dirak lez-varn Nürnberg e 1945 e lavaras avat ne ouie netra eus an tordefoù bet kaset gant ar renad nazi. 20 vloavezh en toull-bac'h e chomas.
D'ar 1añ a viz Gwengolo 1981 ez eas da anaon e Londrez.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gitta Sereny: Albert Speer : son combat avec la vérité. Seuil 1997. (e galleg)
- Matthias Schmidt: Albert Speer. Das Ende eines Mythos. München: Goldmann 1983.(en alamaneg)
| |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
