close
Mont d’an endalc’had

Obidoù

Eus Wikipedia
Rummad:Lidoù-kañv
BERJAYA
Iskevrennad euslid, darvoud Kemmañ
Rann eusfuneral rite Kemmañ
Deskrivet dreFuneral of St. Jerome Kemmañ
Diskouezadur eusmarv Kemmañ
Pleustret gantpallbearer Kemmañ

An obidoù a zo ul lid evit ambroug korf un den marv betek e repoz diwezhañ en ur bez. Ar c'horf a vez douaret pe devet peurliesañ, goude bezañ bet graet war e dro, da skouer gwalc'het, balzamet, gwisket brav, lakaet en un arched, a-wechoù gant traoù all perc'hennet gant an den marv ha/pe gant un dalvoudegezh arouezius. A-raok-se a c'hall bezañ sevenet ul lid kent anvet an arc'houest. Tout ar pezh a ra lid an obidoù (ar jestroù, ar c'homzoù, an dibunadeg, an abadennoù...) a zo liesseurt-tre hervez ar sevenadurioù, ar relijionoù, ar marevezhioù, an orinoù sokial hag all.

A-viskoazh ez eus bet lidet obidoù gant Mab-den e stumm pe stumm, ha gant spesadoù all eus ar genad Homo zoken, da skouer Den Neandertal (bez Taboun en Israel a zo 120 000 bloaz kozh). Emzalc'hioù loened zo evel an olifanted, ar marmoused hag an dourvarc'hed kevatal ouzh ul lid-kañv a zo bet testeniekaet ivez[1].

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Gwelet levr Julian Huxley, Le Comportement rituel chez l'homme et chez l'animal - An Emzalc'h lidel gant an dud hag al loened, e ti Gallimard, 1971.