John F. Kennedy
| John F. Kennedy | |
|---|---|
| Niv urzh | 35vet |
| Strollad politikel | Strollad Demokrat |
| Kefridi | 20 a viz Genver 1961 22 a viz Du 1963 |
| Besprezidant | Lyndon B. Johnson |
| Ganedigezh | 29 a viz Mae 1917 Brookline, Massachusetts |
| Marv | 22 a viz Du 1963 Dallas, Teksas |
| Micher | Politiker |
John Fitzgerald Kennedy, Sr. (bet ganet d'an 29 a viz Mae 1917 ha bet muntret d'an 22 a viz Du 1963 e Dallas) zo bet 35vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika. Ezel eus ar Strollad Demokratel e oa, ha dilennet e voe evel prezidant yaouankañ ar vro e 1960. Kemer a reas e garg d'an 20 a viz Genver 1961, betek e varv. E-pad tost an tri bloaz-se e talas ouzh enkadenn misiloù Kuba ha savidigezh moger Berlin e framm ar Brezel yen gant an URSS, reiñ a reas lusk d'ar programm Apollo ha harpañ a reas luskad ar gwirioù keodedour an Afroamerikaned.
Familh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]« Jack » a veze graet anezhañ gant e vignoned ha tud e familh, hag anavezet eo dre ar bed a-bezh dre e bennlizherennoù JFK. Unan eus brudetañ prezidanted e vro eo.
Eizh breur ha c'hoar en doa, en o zouez ar politikour Robert Francis Kennedy (1925-1968), drouklazhet eveltañ. Dimezet e oa gant Jacqueline Kennedy (1929-1994), ha pevar bugel o doe, John F. Kennedy Jr. (1960-1999) peurgetket.
| |||||||
|
1789 : G. Washington |
1845 : J. K. Polk |
||||||
| (gwelet ivez : Stadoù-Unanet Amerika • Ti Gwenn) | |||||||
