close
Mont d’an endalc’had

CD

Eus Wikipedia
BERJAYA N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius.
Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket.
BERJAYA
Ur Compact Disc.

Ur CD (berradur eus Compact Disc), anvet ivez pladenn arc’hant, zo ur bladenn optikel implijet evit stokiñ titouroù e stumm niverel. Sonerezh pe c'hoarioù video a c'hall bezañ stoket enni peurgetket.

Savet e oa bet gant Sony ha Philips ha lakaet war ar marc'had adalek miz Du 1982 (miz Meurzh 1983 e Frañs). Kustumoc'h e teuas da vezañ e penn kentañ ar bloavezhioù 1990, hag echuiñ a reas tamm-ha-tamm da gemer lec'h ar skorioù analogel (pladennoù vinil, kasedigoù-klevet). Koulskoude, donedigezh poelladoù e P2P evel Napster e fin ar bloavezhioù 1990 a voe ur gourdrouz evit industriezh ar pladennoù, ma c'hoarvezas un enkadenn vras er bloavezhioù 2000.