Portugal
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| República Portuguesa República Pertuesa | |||||||
| |||||||
| Kan broadel | A Portuguesa | ||||||
| Yezhoù | Portugaleg (ofisiel) mirandeg (anavezet) | ||||||
| Kêr-benn | Lisboa | ||||||
| Gorread • En holl • % dour |
90 090 km² 0,6 | ||||||
| Poblañs • Hollad • Stankter |
10 263 850 (2021) 114 ann./km² | ||||||
| Prezidant | António José Seguro | ||||||
| Kentañ ministr | Luís Montenegro | ||||||
| Gouel broadel | 10 a viz Gouere | ||||||
| Moneiz | Euro (€) | ||||||
| Kod pellgomz | 351 | ||||||
| Kenrouedad | .pt | ||||||
Portugal (brezhoneg: [pɔrty:gal]; portugaleg: [puɾtuˈɣaɫ]), ent-ofisiel Republik Portugalat (República Portuguesa [ʁɛ'puβlikɐ puɾtu'ɣezɐ] diouzh doare an IPA e portugaleg, República Pertuesa e mirandeg), a zo ur riez lec'hiet e mervent Europa, el Ledenez iberek, anezhi ar vro a ya ar pellañ e kornôg kevandir Europa. Harzoù he deus gant Spagn war-du an norzh hag ar reter ha riblet eo gant ar Meurvor Atlantel war-du ar su hag ar c'hornôg. Div enezeg he deus ivez er Mor Atlantel : Azorez ha Madeira. Emañ ar vro e-barzh Unaniezh Europa hag AFNA

Dont a ra anv Portugal diwar e anvadur orinel er IXvet kantved, pa raed eus ar c'hentañ kontelezh en hanternoz Terra Portucalensis, da lavaret eo douar Portus Cale, diwar anv div gêr e beg ar stêr Douro, gant Portus (Porto a-vremañ) war he glann zehoù, ha Cale (Vila Nova de Gaia a-vremañ) war he glann gleiz.
E-kerzh ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved, gant hec'h impalaeriezh hollek, e oa unan eus galloudoù armerzhel, politikel ha sevenadurel pennañ er bed. Portugal a zo anezhi ur vro diorroet, ezel eus Unaniezh Europa (abaoe 1986) hag eus ar Broadoù Unanet (abaoe 1955); kement hag un ezel diazezer eus Takad an Euro, an AKDE, an AFNA, hag ar CPLP (Comunidade dos Países de Língua Portuguesa — Kumuniezh ar Broioù Portugalek).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ar pennad Istor Portugal. Gwelet ivez Rouaned Portugal ha Rouanezed Portugal.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En em ledañ a ra Portugal war u lodenn eus al Ledenez iberek ha div enezeg er Meurvor Atlantel : Madeira hag an Asorez. Treuzet eo Portugal gevandirel gant an Tajo. Meneziek eo Norzh ar vro pa 'z eus plaenennoù er Su.
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Addilennet eo Marcelo Rebelo de Sousa da brezidant ar republik d'ar 24 a viz Genver 2021. Dilennet eo António José Seguro e 2026.
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus an unnek stad diazezer an euro e 1999 eo Portugal.
Ezporzhiañ a ra ar vro dilhad, kirri, beloioù, boteier, produioù oberiet, parzhioù urzhiataerezh ha dafar urzhiataerezh.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kreskiñ a ra ar boblañs eus 0,305 %. Kontañ a reer 10,45 ganedigezh evit 1000 annezad ha 10,62 marv evit 1000 annezad. N'eo ket adnevezaet ar boblañs eta, ar feur gouennañ o vezañ 1,49 bugel dre vaouez hepken.
Hervez an ABU e 2010 e oa 60 % eus ar Bortugaliz a oa o chom e kêr ha 40 % anezho o chom war ar maezioù[1].
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gouelioù bras a vez lidet gant an dud, gant prosesionoù, pirc'hirindedoù, kanoù, dañsoù, gwiskamantoù hengounel. Pep kêr, bras pe bihan, he deus he sant paeron (padroeiro), ha lidet e vez ur wech ar bloaz da nebeutañ : Sant Visant ha sant Anton e Lisboa, Sant Yann hag Itron Varia ar Vandoma e Porto, Sant Theotonius e Coimbra, Sant Sisenand e Beja, Sant Pêr en Évora, Sant Eosten e Leiria, etc.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Lod ar Bortugaliz o chom ez kêr ha war ar maezioù, gwelet d'ar 4 a viz Ebrel 2009.
| |||||||||||||
Kumuniezh ar Broioù Portugalek |
||
|---|---|---|
| Izili | Angola · Brazil · Ginea ar C'heheder · Ginea-Bissau · Kab Glas · Mozambik · Portugal · São Tomé ha Príncipe · Timor ar Reter | |
| Arsellerien | Andorra · Aod an Olifant · Aozadur ar Stadoù spagnat-hag-amerikan · Arc'hantina · Chile · Bro-C'hall · Bro-C'hres · Hungaria · India · Italia · Iwerzhon · Bro-Japan · Jorjia · Kanada · Katar · Luksembourg · Moris · Namibia · Perou · Republik Tchek · Rouantelezh-Unanet · Roumania · Senegal · Serbia · Slovakia · Spagn · Stadoù-Unanet Amerika · Turkia · Uruguay | |
| Broioù war ar renk | Galiza | |
| Emvodoù KBK | I – Lisbon · II – Praia · III – Maputo · IV – Brasília · V – São Tomé · VI – Bissau · VII – Lisbon · VIII – Luanda · IX – Maputo · X – Díli · XI – Brasília · XII – Ilha do Sal | |
| Sevenadur | ||




