close
Mont d’an endalc’had

Pergamon

Eus Wikipedia

Pergamon (τὸ Πέργαμον, pe ἡ Πέργαμος e henc'hresianeg), a oa ur geoded hellazat en Aeolis, ur 26 km eus aod Mor Egea war un uhelenn en hanternoz da lez ar stêr Caicus (hiziv Bakırçay). Hiziv e weler dismantroù Pergamon en hanternoz hag er c'huzh-heol da gêr Bergama en Turki.

BERJAYA
Rouantelezh Pergamon, en he brasañ ment
BERJAYA
Kartenn kêr gozh Pergamon gant lec'hiadur al levraoueg.

En IIIe hag en IIe kantved kent JK e oa Pergamon kêr-benn Rouantelezh Pergamon, a yae d'ober ul lodenn vras ​​eus kornôg Azia-Vihanañ. Dindan ren an dierniezh Attalided, patroned an arzoù ha c'hoant ganto da grouiñ un Aten nevez, e teuas ar gêr da vezañ unan eus kreizennoù sevenadurel pouezusañ ar marevezh hellenek. Hervez ur vojenn gozh e voe ijinet eno ar pergamin, a denn hec'h anv Pergamon dioutañ. Ur greizenn produiñ pergamin e oa Pergamon[1].

Levraoueg Pergamon a oa an eil brasañ e bed Hellaz kozh goude hini Aleksandria ha krediñ a reer e oa 200 000 roll enni da nebeutañ[2].

  1. (de) Volker M. Strocka, 2000, Noch einmal zur Bibliothek von Pergamon
  2. (de) Altertümer von Pergamon, Walter de Gruyter, Berlin (17 levrenn).

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.