close
Mont d’an endalc’had

Kebab

Eus Wikipedia
kebab
BERJAYA
grilled skewer
Iskevrennad eusmeuz Kemmañ
Rann eusMiddle Eastern cuisine Kemmañ
Danvez implijetkig, Pita Kemmañ
Hashtagkebab Kemmañ
Coursemain course Kemmañ

Ar ger kebab a ra dave da veuzioù liesseurt, fardet gant kig grilhet, hag a zeu eus kalz broioù eus ar Reter-Nesañ, bet e-barzh an impalaerezhioù otoman ha pers (India an Norzh en o zouez)[1],[2],[3],[4].

E brezhoneg, galleg ha yezhoù all c'hoazh, aroueziñ a reer gant ar ger ar sandwich gwarniset gant kig grilhet ouzh ar ber. Döner kebab zo ur ger all, turkek anezhañ, evit envel anezhañ. En Europa e voe brudet da gentañ e Berlin, en Alamagn, er bloavezhioù 1970.

Gerdarzh an anv, hag anvioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra ar ger kebab eus an arabeg کَبَاب kabāb[5] hag an turkeg kebap[6], deuet o-daou eus ar ger persek kabāb. Talvezout a ra kement ha « grilhadenn gig ». Kabob a vez skrivet e saozneg SUA, kebob zo ur stumm all, ha gant kabab e reer e kachmireg.

Kevatalioù a zo d'ar ger kebab : chawarma (hag e adstummoù) er Reter-Kreiz, ha gyros pita e Gres, ar ger-mañ a ra dave d'ur sandwich graet gant kig-moc'h alies.

Kebab zo kig didroc'het servijet gant legumaj ha gwarnisadurioù all a bep seurt hervez ar rekipe heuliet. Poazhet e vez ar c'hig ouzh ar ber, a-zerc'h a-us d'an tan alies. Kebaboù zo a c'hall bezañ fritet en ur baelon, pe aozet evel ur geusteurenn evel an tas kebab. Ar c'hig boas evit ar c'hebab eo ar c'hig-dañvad, met rekipeoù lec'hel a c'hall ober gant kig bevin, kig-gavr, kig-yar, pesked, pe kig-moc'h zoken (hervez ar berzioù relijiel).

  1. Benjamin Baudis (2018). Kebab, Question Döner (in fr). Paris : Orients. 215 p. 
  2. Clifford A. Wright (1999). A Mediterranean Feast (in en). New York : William Morrow. .
  3. Arthur L. Meyer, Jon M. Vann (2003). The Appetizer Atlas:A World of Small Bites (in saozneg). John Wiley and Sons. .
  4. Tarla Dalal (2007). Punjabi Khana. Sanjay & Co. .
  5. (fr) Gerdarzh ar ger « kebab »
  6. Encyclopedia of Jewish Food, HMH, 2010-11-17, (ISBN 978-0-544-18631-6)