John Locke
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Saoz |
| Anv e yezh-vamm an den | John Locke |
| Anv-bihan | John |
| Anv-familh | Locke |
| Deiziad ganedigezh | 29 Eost 1632 |
| Lec'h ganedigezh | Wrington |
| Deiziad ar marv | 28 Here 1704 |
| Lec'h ar marv | High Laver |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | myocardial infarction |
| Lec'h douaridigezh | High Laver (All Saints) Churchyard |
| Tad | John Locke |
| Mamm | Agnes Keene |
| Breur pe c'hoar | Thomas Locke |
| Pried | talvoud ebet |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, latin |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Tachenn labour | prederouriezh, epistemologiezh, political philosophy, Mezegiezh |
| Implijer | Skol-veur Oxford, Anthony Ashley Cooper, 1st Earl of Shaftesbury, Caleb Banks |
| Bet war ar studi e | Christ Church, Westminster School |
| Relijion pe kredenn | Protestantiezh |
| Kleñved | astma |
| Luskad | empiricism |
| Ezel eus | Royal Society |
| Prizioù resevet | ezel eus ar Royal Society |
| Deskrivet dre | John Locke, John Locke (1632–1704), John Locke (1632–1704), John Locke (1632–1704), Philosopher |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
John Locke, ganet d'an 29 a viz Eost 1632 hag aet da Anaon d'an 28 a viz Here 1704[1] a oa ur prederour hag ur mezeg saoz, gwelet evel unan eus an tudennoù levezonusañ e-touez prederourien ar Sklêrijennoù ha lesanvet alies "tad ar frankizouriezh".[2],[3],[4]. Kalz oberennoù en deus bet savet evel A Letter Concerning Toleration (1689), Two Treatises of Government (1689-1690), kement anezho o vezañ bet embannet disin, hag An Essay Concerning Human Understanding (1689-1690). E skridoù war al lezober a embann eo ar relijion ur soñj hiniennel hag eo an ilizoù ur strollegezh dre c'hoant, o skarzhañ ar bec'hioù relijiel hag an unvanidigezh ; dre-se eo diwanet ar mennozh dispartiañ an Iliz diouzh ar Stad. E Two Treatises on Government e tifenn mennozh ur gouarnamant diazezet war asant ar re c'houarnet hag ar gwir da emsevel a-enep gouarnamantoù tirant hag o deus bet kollet an asant-se. An Two Treatises a vez kredet da vezañ bet awenet gant soñjoù Thomas Jefferson hag a vez adkavet e miz Gouhere 1776 en Disklêriadur dieubidigezh e-kerzh Brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez ar skrivadur war ar maen-bez eus 1705 : ... That he was born on the 29th of August in the year of our Lord 1632, and that he died on the 28th of October in the year of our Lord 1704, this tablet, which itself will quickly perish, is a record. – Gwelet ivez : R. Woolhouse, Locke. A Biography, NY 2007, p. 1.
- ↑ (en) Hirschmann, Nancy J. (2009). Gender, Class, and Freedom in Modern Political Theory. Princeton : Princeton University Press. 79 p. (ISBN 978-0-691-12989-1)
- ↑ (en) (2024) Western Political Thought. Washington : Atlantic Publishers. 440 p. (ISBN 978-81-7156-736-2)
- ↑ (en) Korab-Karpowicz, W. Julian (2010). A History of Political Philosophy: From Thucydides to Locke. New York : Global Scholarly Publications. 291 p. (ISBN 978-0-415-79162-5)
