close
Mont d’an endalc’had

Big Boss

Eus Wikipedia

Big Boss zo unan eus ttudennoù pennañ an heuliad c'hoarioù video Metal Gear. Ar wech kentañ ma oa bet tu da welet anezhañ a oa bet er c'hoarioù video diazez Metal Gear war al letrin MSX2 evel penn ofiser hag enebour pennañ Solid Snake. Adkavet e oa bet goude-se gant an anv Naked Snake, taolennet e vez evel ur soudard eus an nerzhioù ispisial stadunanat enoret evel un haroz brezel betek ma vefe gouzañver c'hoarioù politikel. A-benn neuze e sav ur strollad goprsoudarded.

Tudenn Big Boss a zo karet gant al lennegezh c'hoarioù video dre e rol a den drouk met ivez e darempredoù gant Solid Snake. Gant ma yae war-raok kronologiezh bed Metal Gear, e lealded resis kement hag e awenoù gwirion a oa deuet da vezañ diaesoc'h-diesañ da gompren. Ar c'hentañ wech ma voe tu gwelet anezhañ e oa un treitour o klask sevel ur bed gant brezel dizehan, a-feur ma voe adwelet anezhañ e oa deuet da vezañ unan eus tudennoù pennañ ur brezel ideologel ledet war hanter an XXvet kantved. Kas a oa savet ennañ a-nep ar bolitikourien dre o emzalc'h dichek ha difoutre eus tonkad ar soudarded. Setu perak e oa aet Big Boss da sevel e strollad soudarded dezhañ e-unan renet gant Venom Snake.

Evit an heuliad japanat, mouezh Naked Snake a zo hini Akio Ōtsuka (mouezh aktourel Solid Snake) padal Big Boss a zo mouezhiet gant Chikao Ōtsuka (tad Akio Ōtsuka) e Metal Gear Solid 4: Guns of the Patriots. Evit an heuliad saoznek, Naked Snake a zo mouezhiet gant David Hayter (mouezh Solid Snake) ha Big Boss gant Richard Doyle (evit Metal Gear Solid 4: Guns of the Patriots) ha gant Kiefer Sutherland (mouezh aktourel Venom Snake).

Kronologiezh Metal Gear

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1964 – Snake Eater 1974 – Peace Walker 1975 – Ground Zeroes 1984 – The Phantom Pain 1995 – Metal Gear 1999 – Metal Gear 2: Solid Snake 2005 – Metal Gear Solid (The Twin Snakes) 2007/09 – Sons of Liberty 2014 – Guns of the Patriots